 |
SETU a zo ur gevredigezh distag a-zoc’h Lise Diwan. Savet e 2004 get mignoned evit aozañ filmoù e brezhoneg, evit kas an traoù àr-raok àr dachenn ar sinema e brezhoneg. C’hoant o deus bet sevel filmoù farsus a youlik
evit ar re yaouank, eme Mevena Guillouzig-
Gouret, bet skolajiadez e skolaj Gwened.
Kroget o deus e-pad prantadoù Klewelet -
un opsion a vez kemeret en eilvet aozet get
Dominik Jolived - get ur film berr anvet “ar
wenanenn”, àr-lerc’h eo bet savet “PIV ?”, ur film
siriusoc’h a bade tro-dro un hanter eurvezh.
Ar blez-mañ a zo bet savet gete “TKB” -
Tele Kreiz Breizh. E-kreiz brasañ enkadenn eoul-
maen ar bed emaomp. Tangi Merien -un ezel ag
ar strollad- a ginnig falz keleier ar blezadoù
2010 àr Tele Kreiz-Breizh, heuliet get enklaskoù
àr an dachenn. Mesket e vez e-barzh fent,
mousfent faltazi hag ijin.
Sellet hon eus doc’htañ ha kavet hon eus
anezhañ plijus mes pas ken farsus èl “Piv ?”.
Gwelet e vez int leun a sonjoù hag int aktourion
barrek.
Ma faot deoc'h gwelet skeudennoù all, un
atersadenn video ag ar strollad SETU bet savet
get Gwalarn TV, deiziadoù skignadennoù ar film
TKB, penaos hag e-men preniñ an DVD, titouroù
diwar-benn raktresoù ar gevredigezh hag all, e
c'hellit mont àr o lec'hienn: http://
setubzh.blogspot.com/, SETU.
Retour haut de page28 a viz Meurzh 2007 Tangi Marchand ha Corenti
|